Theropoda

An Theropoda zo ur gladenn tetrapoda daoudroadek a vod holl an dinosaored preizher[1] ha kladenn nemeti al lapoused a vremañ. Evel ar strolladoù dinosaored all, an Theropoda a ziwanas en Triaseg uhel (Karnian) hag a strewas dre holl war an Douar adalek ar Juraseg izel[2]. An evned, a zeu eus Maniraptora bihan ar Juraseg kreiz, zo an Theropoda nemeto zo chomet bev da-heul Enkadenn an an Triaseg-Juraseg (K/T) ar pezh a roas o zu dezhe da vleuniañ ha da en em dreiñ e kalz spesadoù disheñvel e-doug ar Senozoeg[3]. o kontañ an evned, an Theropoda zo unan eus ar strolladoù mellkeineged en deus bleuniet ar gwellañ hag ar gladenn dinosaored zo ar muiañ liesseurt a-fed morfologiezh[4]. Emdroet int e-pad 230 milion vloaz e-kichen ar bronneged a ziwanas war un dro gante hag ar mellkeineged nemeto int gant ar bronneged o deus dalc'het logoù ekologel e metoù an douar, an aer hag an dour[5]. An Theropoda na oant ket laboused, da lâret eo holl izili ar gladenn-mañ war-bouez an evned (Avialae), a oa unan eus ar strolladoù kigdebrerien a oa e laez an ekoreizhiadoù er bed a-bezh er mezozoeg[4]. Er c'hontrol eus ar pezh a soñj an dud alies, un niver bras a Dheropoda na oant ket laboused ne zebrent ket kig ha kalz kladennoù Coelurosauria evel an Therizinosauria, an Ornithomimosauria hag aan Oviraptorosauria a oa geotdebrerien hepken en o zouez war a seblant[6]. Evel an holl gladennoù dinosaored all ez eo aet an Theropoda na oant ket lapoused da get e diwezh ar Mezozoeg, daoust dezhe da vezañ stank-tre e diwezh ar c'hretase[7].


  1. Holtz, T.R. Jr. & Osmólska, H., 2004. Saurischia. Pp. 21-24, in D.B. Weishampel, P. Dodson and H. Osmólska (eds.), The Dinosauria. Second Edition. University of California Press.
  2. Tykoski, R. S. & Rowe, T., 2004. Ceratosauria. Pp. 47–70 in D. B. Weishampel, P. Dodson & H. Osmólska (eds) The Dinosauria, 2nd edn. University of California Press, Berkeley.
  3. Zhou, Z.H., 2004. The origin and early evolution of birds: Discoveries, disputes, and perspectives from fossil evidence. Naturwissenschaften 91:455–471.
  4. 4,0 ha4,1 Rauhut, O.W.M., 2003. The interrelationships and evolution of basal theropod dinosaurs. Special Papers in Palaeontoly 69: 1–213.
  5. Paul, G.S., 1988. Predatory Dinosaurs of the World. Simon and Schuster, New York, New York, 464 pp.
  6. Zanno, L.E. & Makovicky, P.J., 2010. Herbivorous ecomorphology and specialization patterns in theropod dinosaur evolution. Proceedings of the National Academy of Sciences, 2010; DOI: 10.1073/pnas.1011924108.
  7. Holtz, T.R. Jr., Chapman, R.E. & Lamanna, M.C., 2004a. Mesozoic Biogeography of Dinosauria. Pp. 627–642 in D.B. Weishampel, Dodson P. & Osmólska H. (eds) The Dinosauria, 2nd edn. University of California Press, Berkeley.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne